Nozvezh ar strink

Nozvezh ar strink
Pogrom
Den heverkReinhard Heydrich Kemmañ
StadTrede Reich Kemmañ
Lec'hTrede Reich Kemmañ
DeiziadDu 1938 Kemmañ
Abeg pennañassassination Kemmañ
BukennYuzevien Kemmañ
Ur stal perc'hennet gant Yuzevien distrujet e-pad Nozvezh ar strink
Timbr eus DDR ma lenner Niemals wieder Kristallnacht (Biken ken Nozvezh ar strink)

Nozvezh ar strink (alamaneg Reichskristallnacht pe Pogromnacht pe c'hoazh Reichspogromnacht) eo an anv a roer d'ar pogrom a-enep Yuzevien an Trede Reich hag a voe aozet e-pad an noz etre an 9 hag an 10 a viz Du 1938 hag e-pad an devezh da-heul. Kinniget e voe gant ar pennoù-bras nazi evel un emsavadeg poblek da-heul muntr (d'ar 7 a viz Du 1938) Ernst vom Rath, hag a oa sekretour kannati Alamagn Pariz, gant ur Yuzev polonat yaouank a orin alaman anvet Herschel Grynszpan. E gwirionez e voe urzhiet ar pogrom gant Adolf Hitler, aozet gant Joseph Goebbels ha kaset da benn gant izili Sturmabteilung, Schutzstaffel ha re Yaouankizoù hitlerian gant skoazell Sicherheitsdienst (SD), Gestapo hag aozadurioù polis all.

E tiriad ar Reich e vo distrujet meur a sinagogenn hag a lec'h-azeul all, 7 500 stal hag embregerezh perc'hennet gant Yuzevien a voe distrujet. E-tro 100 Yuzev a vo lazhet, re all en em zistrujas pe a varvas abalamour d'o gloazioù ha war-dro 3 000 anezho a voe kaset da gampoù-kreizennañ. En holl (pogrom ha harlu da-heul) e varvas etre 2 000 ha 2 500 den. Unan eus darvoudoù pennañ ar mare enepyuzev bet aozet en Alamagn adal ar mare ma voe an Nazied e penn ar vro (miz Genver 1933) e voe Nozvezh ar strink. Lakaet o doa an Nazied da bal e c'houlennfe ar Yuzevien divroañ ha tizhet e voe : da-heul Nozvezh ar strink e kreskas an niver a Yuzevien a felle dezho kuitaat Alamagn. Met daoust ma voe spontet an dud er bed gant ar pezh a c'hoarvezas ne voe ket digoret frank harzoù ar broioù all da zegemer an Yuzevien. Dre vras e chomas diseblant pennoù ar broioù all rak ar pezh a c'hoarvezas gant Yuzevien Alamagn ha re Aostria ha diskouez a rejont ivez ne oant ket prest da dalañ ouzh politikerezh Hitler.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search